Burgonded

Rouantelezh Burgondia 000 e 443 hag 000 e 476

Unan eus pobloù german ar reter e oa ar Vurgonded. Soñjal a reer e oant divroet eus douar-bras Skandinavia da enez Bornholm, er Mor Baltel, un enezenn a zeu hec’h anv eus an norseg Burgundarholmr, "Enez ar Vurgonded" ; alese ez ejont goude da zouar-bras Europa.

Ar menegoù kentañ eus ar Vurgonded gant ar Romaned o laka da vezañ unan eus pobladoù german ar reter. Diwar an enklaskoù henoniezh a zo bet graet en enez Bornholm e soñj d’an istorourien e oant aet kuit alese war-dro ar bloaz 300 goude J.K.

Er bloaz 369 e voent galvet gant an impalaer roman Valentinian Iañ da vont d’e sikour en e vrezel enep ur bobl c’herman all, an Alemanned. D’ar c’houlz-se e oa ar Vurgonded o vevañ e traoñienn ar stêr Wisła moarvat.


Developed by StudentB